Silvestrig
Barzh e parrez Sant Servais
War vordig Mene Bre
Zeus ur chabiten yaouank o sevel un arme (bis)
Me meus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez
'Roit din va mab Silvestrig, nam eus mab nemetañ
Me bako deoch, kabiten, an archant deut gantañ
- Ne dalv ket ; graet ar marchad, diwezhat eo bremañ ;
Neus soudard all en arme a blij din eveltañ
- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ?
A choulennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yach hag e buhez, dont da di e gavell.. .'
Pa oa an tad glacharet och ober e gañvoù
E oa e vab Silvestrig toull an nor o selaou
- O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
Na ouelit ket, o va zad , ha sechit ho taeloù !'